Eil brezel ar Voeren a c'hoarvezas eus an 11 a viz Here 1899 betek an 31 a viz Mae 1902. E dibenn ar brezel e voe staget div republik ar Voeren, re Orange ha Transvaal, ouzh Impalaeriezh Breizh-Veur ken na voe savet Unaniezh Suafrika e 1910.
E-pad ar brezel-se e voe krouet ar c'hentañ kampoù-bac'h ; 27 927 a vaouezed ha bugale a varvas enne (niver ofisiel, 22 074 a oa dindan 16 vloaz).
Ar C'hembread Lloyd George a lavaras :
The fatality rate of our soldiers on the battlefields, who were exposed to all the risks of war, was 52 per thousand per year, while the fatalities of women and children in the camps were 450 per thousand per year. We have no right to put women and children into such a position.
« 52 diwar 1000 bep bloaz e oa an niver a c'houzañvidi a-douez hor soudarded war an tachennoù-emgann, a oa o talañ ouzh holl riskloù ar brezel, pa oa 450 diwar 1000 bep bloaz an niver a c'houzañvidi a-douez ar maouezed hag ar vugale er c'hampoù. Gwir ebet n'hon eus da lakaat maouezed ha bugale en hevelep plegenn. »
Ur vaouez eus Kernev-Veur, Emily Hobhouse, a voe talvoudus e-pad an emgann a-enep ar c'hampoù-bac'h.